Preder

Geriadur ar vezekniezh

hémochromatosehaemochromatosishemokromatoz g.

Anaez o c'hoarvezout eus un ensiladur livegennoù houarnin (hemofuksin, hemosiderin) en holl wiadoù ar bevedeg, er c'hroc'hen (melanoderma, Gl.  mélanodermie) hag en avu dreist holl, kevret gant skleroz ar parenkimoù ; div furm a ziforc'her : 1) an h. kentael (Gl.  h. primitive, Sz.  idiopathic h.), hêrezhel, treuzkaset er mod aotozomek enkilek, e dianlen un dargenad er c'henenn HFE loet war vrec'h verr ar c'hromozom 6, naouus dre girroz an avu, melanoderma, erzerc'hadoù liesflugezel hag enborc'hadel, un diabet c'hwek (alese an anvad all anezhañ : diabet staenek, Gl.  diabète bronzé) ; 2) an h. eilvedel, h. ezdeuat, pe hemosideroz (Gl.  hémosidérose), e dianlen treuzskuilhadoù niverus, kirrozioù, negezioù bouedel (pellagra), amwadoù 'zo (sl.  cirrhose bronzée, diabète bronzé, sidérose hépatique).

Kent War-lerc'h