Preder

Geriadur ar vezekniezh

hématomehaematomagwatoñv g.

Hogennad gwad enkistet ; hervez al lec'hiadur e tiforc'her : ar g. drek-torzhienn (Gl.  h. rétroplacentaire), hogennad gwad o tispegañ an dorzhienn a-zarn pe a-bezh diouzh ar grozh, darvoud grevus eus mizioù diwezhañ ar vrazezded ; ar g. is-tev (Gl.  h. sous-dural), etre ar bilhonenn dev hag ar gevnidegenn ; ar g. talmus (Gl.  h. pulsatile), amparet gant ar gwad o fennañ diouzh un dalmerenn ; ar g. tro-c'henel (Gl.  h. périgénital), en dro d'an organoù genel da geñver ar gwilioud ; ar g. tro-lounezh (Gl.  h. périrénal), fennadur gwad daraezel dindan bourc'had al lounezh ; ar g. war-dev (Gl.  h. extradural), etre ar bilhonenn dev hag eskern ar c'hlopenn (sl.  dissection aortique).

Kent War-lerc'h