Preder

Geriadur ar vezekniezh

Heine-Medin : maladie de ∼acute anterior poliomyelitis, Heine-Medin diseasekleñved Heine-Medin, louetvelfo g. lemm araok

Pore darreuziat ha tredizhus diwar ur polioviruz o tizhout ar vugale hag an oadourion yaouank, naouus, ent neuziadurel dre wazhadur kerniel araok ar mel a-livenn, ent klinikel dre an anadiñ trumm, goude un nebeut devezhioù terzhienn ha klopennostoù, eus seizioù gwak diseurt en o lec'hiadur hag en o astenn ; war isteñvañ ez a ar c'higennoù seizet ha paouez a ra a ziorren an eskern keñverek en ur zec'han disneuziadoù diwezhel ; deskrivañ a reer lec'hiadurioù nervel all, en hirvel, en empenn (louedempennfo, Gl.  polio-encéphalite) o tizhout gouziviaded koshoc'h, grevusoc'h eget ar furmoù bugelel, o lezel avat arlenadoù skañvoc'h, ivez furmoù nervel hep seizi, pilhonel, kuñv, furmoù leiek, gripvanek, pervezel pe fric'hargadennel, erfin furmoù diazon, ar re-mañ oc'h ober 98 % eus ar poreadoù dre bolioviruz ; kleñved erguret dre ar vaksinañ (sl. poliovirus, vaccin antipoliomyélitique).

Kent War-lerc'h