Preder

Geriadur ar vezekniezh

grippe, influenzainfluenza, flu, grippegrip g., influenza g.

Pore darreuziat, tredizhus, diwar ur viruz gant RNA eus ar c'herentiad Myxo-virus influenzae, o revout e rezh lies rizh : A (ar paotañ stadet), B ha C, gant lies isrizh : H₁N₁, grip spagnat ; H₂N₂, grip aziat ; H3N₂, grip Hong-Kong, H5N₁, h.a. (H evit hemaglutinin, N evit neuramidaz, daou c'hikloprotein eus golo ar viruz) ; naouus ent klinikel dre un deroù trumm, terzhienn da 40°C, kaherostoù, klopennadoù brevus, grevadurezh hollek hag azonoù diseurt : maeloù ha darwazh skevent, nervostoù, strafuilhoù koazhadel (skritellet grip pervezel, e gaou, rak ar viruz ne dizh ket ar bouzelloù), dre un dedro d'ar pare a-benn un nebeut devezhioù ; a-wechoù, goude diwresteriñ e tistro an derzhienn (V gripel) ; furmoù grevus a zeskriver, e dalc'h anialegezh an hadenn pe ar c'hevrediñ anezhi gant bakteri (Haemophilus influenzae pergen), kiriek da rouestladoù bronkezskeventel ; darreuziadoù istorel eo ar grip spagnat (1918, a 20 da 40 milion a dud varv, diwar ur viruz nes da hini grip ar moc'h, H₁N₁), ar grip aziat (1957), grip Hong-Kong (1968, viruz A) (sl.  encéphalite virale, grippe aviaire, hog-flu, vaccination antigrippale).

Kent War-lerc'h