Dafar arveret evit amsaviñ ar gwazhied, an talmerennoù peurliesañ, ar gwazhiennoù a-wechoù : erlamet e c'hell bezañ diwar an hinienn he unan (imboudenn unanien, Gl. greffon autologue), diwar un hinienn all bev pe marv (imboudenn unspesadien, Gl. greffon homologue), diwar ul loen (imboudenn allspesadien, bevosod, Gl. hétérogreffe, bioprothèse) ; amparet e c'hell bezañ ivez an imboudenn gant un danvezenn gevanaoz (imboudenn gevanaoz, anvevosod, Gl. greffon plastique).