Furm lemm hag hollek eus an dorzhellegezh, naouus, ent neuziadurel, dre ur strewadur greunennadoù louet, ar bolc'hennoù torzhellek pe torzhelloù milier (Gl. follicules tuberculeux pe tubercules miliaires), er skevent hag en holl organoù pe dost, ar bazhilli o vezañ aloubet ar bevedeg dre hent ar gwad ; ent klinikel, en he furm lemm, terzhiennek hag angwentek, e tedro herrek ar vilierenn d'ar marv ; deskrivañ a reer furmoù goulemm ha henek (milierennoù yen, Gl. granulies froides) dinoet dre ar skinluniñ hepken.