Preder

Geriadur ar vezekniezh

gouttegouturloù l., eilliester urleier

Kleñved diwar strafuilh kennevid ar bazennoù purek o tevoudañ usvec'h an drenkenn urek er bevedeg, erzerc'h dre varroù foel lemm ha laurus en arzoù, er c'henvell kreiztroad-oeñsoù kentañ pergen ha dre goc'hionadoù urat lec'hiet er furmadurioù tro-genvell, el lounezh, e pleg ar skouarn ; goude bloavezhioù ez ervez d'an urloù henekaat, gant koc'hionadoù trenkenn urek pe urat dindan ar c'hroc'hen (tofuz ), e-barzh ar c'henvelloù (arzadoù urlaouel), ar stirennoù hag er flugez : an nerveg (nervostoù), al lounezh (grouanegezh urek, lounezhfo entremezel), ar reizhiad kalongwazhiedel (kurunerfo) ; ekichen an urloù kentael, genezhel, hêrezhel, e teskriver urleier eilvedel dianlen da wadnaouedoù, d'ar skorted lounezh, da gemeradur liaoù 'zo ; azoniek e van prederiadurioù an urloù kentael : ouzh ar barroù lemm ez eo efedus ar c'holkikin, evel mezegadur hirbad e tiounezer heuderioù enaozerezh an drenkenn urek (allopurinol).

Kent War-lerc'h