Anvad rumm an hormonoù o kentraouiñ arc'hwelerezh ar gonadoù gourevel ha benevel ; o renkañ a reer e daou stroll : 1) gonadotropinoù gougorfennel (Gl. gonadostimulines hypophysaires), daou seurtad anezho : 1a) ar g. g. A, a zo e wered α ) war ar venev, blivaat azvedigezh ar volc'henn vierez ha delankañ borc'herezh an estron, β ) war ar gourev, blivaat azvedigezh an ac'had sperel ; 1b) ar g. g. B, a zo e wered α ) war ar venev, delankañ dozviñ ar vigellig, treiñ ar bolc'hennoù vierez azv e korfoù melen hag, a-gedal gant ar prolaktin, kentraouiñ borc'herezh ar progesteron, β ) war ar gourev, kentraouiñ borc'herezh an androgeneier klidennel ha kaenuslounezhel ; 2) gonadotropinoù korionel pe prolanoù (Gl. gonadostimulines chorioniques pe prolans), borc'het gant bodennoù an dorzhienn, bezant a-fonn e gwad hag e troazh an dougerezed, korvoet an dezventañ anezho evit deznaouiñ ar vrazezded.