1 Bezañs ar glikin en troazh. 2 Kleñved hêrezhel naouus, ent vevoniel, dre feur reñverek ar glikin en troazh hep reñver glikin er gwad, e dianlen leiaat dassugañ tuellennel ar glikin, ent klinikel, dre ur c'hrouanegezh adfeilhus.
NOTENN : Arveret e vez an termen Gl. hyperglycinurie gwech da envel un azon eus ar c'hleñved Gl. glycinurie, gwech evel anvad ur c'hleñved hêrezhel all, anvet ivez ar glikinoz, naouus dre ur reñver gourfaot glikin er gwad (glikinwadusvec'h, Gl. hyperglycinémie) hag en troazh.