Laur berius e rezh loskadurezh sezet en teod, pe strewek, pe kantet en ur poent, pe c'hoazh astennet da lodennoù all eus ar genoù (munsun, stavn, divweuz, komz a reer neuze eus genaouwa, Gl. stomatodynie), hep azon all, o reuziañ e-doug mizvezhioù, hep ehan pe dre resmiadoù o padout lies eurvezh bemdez ; anaez o tizhout dreist holl ar merc'hed etre 40 ha 60 vloaz ; an efedusañ outañ eo prederiadurioù ar gouvid.