Teskad enzimoù e piaou ar bakteri, o c'hefridi herzel ouzh alouberezh o c'hromozomoù gant trenkennoù dezoksiribonukleek (DNA) allevek hag o distrujañ ; dre gorvoiñ ar galloud a zo gant reoù anezho (endonukleazoù argrennañ) da droc'hañ arrevelloù an DNA e loadoù resis e tistager tammadoù DNA evit o ensteudañ, in vitro, war arrevelloù DNA hiniennoù allspesad (enzimoù all, al ligazoù, a dalvez da gensoutañ an tammadoù DNA) ; dre hevelep dazveradoù ez eus bet imboudet ouzh bakteri 'zo (kolibazhell) genennoù a ra dezho parañ hormonoù (somatostatin, insulin, somathormon) pe protein a dolz mol uhel (ovalbumin) (sl. endonucléase).