Preder

Geriadur ar vezekniezh

gènegenegenenn u., s. : gen

Unvez elfennel eus an DNA, rannig loet en ur poent savelet eus ur c'hromozom (lokuz), he arc'hwel kimiek devoudañ furmidigezh ur polipeptid, he c'hefridi vevoniel treuzkas ha diorren doareennoù hêrezhel an hinienn ; dre an dasparañ e c'hell pep genenn genel ur c'henenn unrezh dezhi ; gant pep genenn ivez ez eus un debegezh a zargenañ ; kistron a reer eus ar c'henenn pa zeseller he arc'hwelioù ha re pep hini eus he c'hedrannoù (sl.  cistron, codon, hérédité, désoxyribonucléique : acide , exon, locus, mutation, muton, opéron, recombinaison, recon, réplication, répresseur, exon, locus, mutation, muton, opéron, recombinaison, recon, réplication, répresseur).

Kent War-lerc'h