Preder

Geriadur ar vezekniezh

Gayet-Wernicke : encéphalopathie ou maladie de ∼Wernicke's encephalitis, superior haemorrhagic polioencephalitisempennaoued Gayet-Wernicke, louedempennfo g. uhelañ gwadliñvel

Kleñved naouus, ent klinikel, dre erzerc'hadoù bredel (arluz, ezaouiñ en amzer) ha nervel (direizhoù ar c'hempouez, dargrezañ ampikernennek, fiñvoù ezreol, seizi an daoulagad) ; ent neuziadurel, dre anafoù (en neuroglia, er gwazhied hag er c'helligoù nervel), gwadliñvek a-wechoù, en dro d'an ependim etre an 3e hag ar 4e kambr — anafoù a gaver ivez en azoniad Korsakoff ; kiriek d'ar c'hleñved eo negez ar vitamin B₁ e dianlen an alkoolegezh pe, dibaotoc'h, anaezioù o tevoudañ un disvezhur grevus ; e diouer ur gwezheriadur a zoenoù uhel dre ar vitamin B₁, e tedro ar c'hleñved afo d'ar marv (sl.  encéphalopathie alcoolique).

Kent War-lerc'h