Preder

Geriadur ar vezekniezh

Gaucher : maladie de ∼Gaucher's diseasekleñved Gaucher

Neurolipidoz eus stroll ar sfingolipidozioù a-geñver gant un divigad glukokerebrozidaz kiriek d'un usvec'h glukokerebrozidoù er flugez, naouus dre usvent ar felc'h hag an avu, amwad, livegad melen-okr an amwiskadoù hag ar c'hevresaeoù, lec'hiadurioù skeventel hag askornel ; er furmoù grevus ha kentrat (3e–4e miz an hoali) e stader ouzhpenn se direizhoù nervel (ankewant, bihanez ar fiñval, ustant, loakrerezh, barradoù glizi) ; prederiet e vez dre an enzimgurañ amsaviñ dre ziounit glukokerebrozidaz torzhiennel pe dre imboudañ mel eskern.

Kent War-lerc'h