Lerc'hwezañ, dre araez ur c'hamera skingann, skejadoù un organ lenet gantañ ur skinoler (gwadveiz-albumin tiellet gant an teknetiom 99m peurliesañ) ; dre c'hweladur ar c'hamera en dro d'ar gouziviad e tastumer stlennadoù a dalvez da savelañ skeudennoù a-skej diouzh teir zalenn, a-dal, a-saezh, azremm bannet war skramm un hewel ; pa haenluner ar galon e c'houbreder ar c'hamera ouzh ur c'halonvarrwezer war-benn kaout skeudennoù da ampoent ar sistol hag an diastol ha, drezo, studiañ korzh ar speurioù, ec'honad ar c'havennoù, gwerzhadoù an diflistr hag an ec'hongas.