Preder

Geriadur ar vezekniezh

galéniquegalenicgalenek aa.

Adanv deveret diwar anv Galenos, mezeg gresian anvenek (131-201), arveret e termenoù mezegel : remedoù l. (g.) galenek (Gl.  remèdes galéniques, Sz.  galenicals, galenics), liaoù a orin struzhel a-gevenep d'an danvezennoù kimiek pur ; furm c'halenek (Gl.  forme galénique) neuz gwisket gant al liaoù (moustrad, liñvenn sankadus, h.a.) ; liaerezh galenek (Gl.  pharmacie galéni-que) rann eus al liaouriezh o plediñ gant treuzfurmerezh an aozadoù a orin diseurt (meinel, struzhel, loenel) e liaoù a furm c'halenek lavaret.

Kent War-lerc'h