Preder

Geriadur ar vezekniezh

galactosémiegalactosaemiagwadc'halaktozegezh b.

Bezañs galaktoz er gwad ; ar wadc'halaktozegezh c'hanedigel (pe diabet galaktozek, kleñved ar galaktoz), hêrezhel, treuzkaset er mod aotozomek enkilek, zo un anaez dibaot a 'n nevezc'hanidi, naouus, ent klinikel, dre ur c'hirroz torliñvek grevus gant usvent an avu hag ar felc'h, ikter padek, disvezhur, ferennlug daoudu, strafuilhoù bredloc'hadel, o tedreiñ d'ar pare e degouezhioù 'zo goude diounit un hanren dilaezh ; dianlen eo da ezvezañs an enzim a ra d'ar galaktoz treuzfurmiñ e glukoz, ar galaktoz-1-fosfat-uridil-transferaz.

Kent War-lerc'h