Preder

Geriadur ar vezekniezh

fuguefuguefeiadenn b.

Dilez trumm al lec'h ma annezer evit mont da gantren e-pad un amzer hir pe hiroc'h ; ent klasel e lakaer kemm etre ar feiaded kenskiantek (psikozeion, envidion, dilerc'heion, daraezidi) hag ar feiaded digenskiant (droukfell, arluzegezh) ; degouezhioù 'zo a chom diaes da renkañ en eil rumm pe egile, ar feiadennoù darfellel (Gl.  fugues hystériques) da skouer pe an orc'had ankounel (Gl.  ictus amnésique), ma hañval ar gouziviad bezañ e piaou da lies hanren kenskiant (sl.  dédoublement de la personnalité).

Kent War-lerc'h