Odead darvezet en un askorn, klok pe diglok, gant pe hep dilec'hiadur a 'n tammoù ; kemm a lakaer etre : an torroù a-drastenn (Gl. f. de fatigue, f. de contrainte, Sz. fatigue f., stress f.), o tarvezout e dianlen ur strivad kigennel taer ; an torroù danamaskornenn (Gl. f. sous-périostées, Sz. intraperiosteal f.), torroù hep rogadur an amaskornenn ; an torroù darsiket (Gl. f. engrenées, Sz. impacted f.), m'emañ an tammoù kenetresanket ha diloc'hekaet ; an torroù digor (Gl. f. exposées, f. ouvertes, Sz. open f.), kehent ar sezenn anezho gant an diavaez dre ur gouli a 'r parzhioù meizh ; an torroù kelastrenn (Gl. f. en bois vert, Sz. greenstick f.), torroù ar vugale, hep dilec'hiadur na peurrogadur ar gaenenn ; an torroù kleñvedien pe torroù emdarzh (Gl. f. pathologiques, f. spontanées, Sz. pathologic f., spontaneous f.), da heul un daraez leiek war un askorn breskaet gant un anaez rakvezant ; an torroù serr (Gl. f. fermée, Sz. closed f., simple f.) ; an torroù ulidek (Gl. f. hélicoïdales, Sz. spiral f., torsion f.).