Preder

Geriadur ar vezekniezh

Foville : syndromes de ∼Foville's syndromesazoniadoù Foville

Anvad stroll evit tri azoniad dastuat : 1) azoniad troadel, azoniad a rizh I pe azoniad uhelañ, diwar un anaf e parzh a-dor un troad empenn, naouus dre seizi a-eiltu an dremm, an izili hag ar c'higennoù lagadc'hwelañ ; 2) azoniad pontel uhelañ, azoniad a rizh II pe azoniad krenn, diwar un anaf er pont, naouus dre seizi a-gendu nervenn loc'hañ al lagad ha seizi a-eiltu an dremm hag an izili ; 3) azoniad pontel izelañ, azoniad a rizh III pe azoniad izelañ, diwar un anaf er pont, naouus dre seizi a-gendu nervenn an dremm ha nervenn loc'hañ al lagad, seizi a-eiltu an izili (sl.  alterne : paralysie , protubérantiels : syndromes , protubérantiels : syndromes ).

Kent War-lerc'h