Furmadur limfoidel elfennel, ouzh e ober ul lodenn greiz pe greizenn eginek hag ur gurunenn kelligoù limfoidel pe mantell ; kemm a lakaer etre ar b. l. kentael hag ar b. l. eilvedel, ar re-mañ oberiat o c'hreizenn eginek ha dasperzhiat en erwezhiañ hangaeel, e danzen an antikorfoù pergen.