Avuad o kevrediñ tri rezh anafoù devoudet gant an alkoolegezh henek : a) ar steatoz, gant ensiladur druzennoù er parenkim, kentrat hag eiltroüs ; b) an avufo alkoolel, gant ensiladur kelligoù lieskraoñellek ha gloevennadur an avugelligoù, enno ebarzhennoù bras trenkennlen, korfoù Mallory, tizhadur ampellat o tedreiñ a-frapadoù hag o lezel arlenadoù e rezh fibroz ; c) ar c'hirroz, o c'hoarvezout goude ur pistriadur hirbad (sl. cirrhose).