Kaoulediñ un dileizhenn golloidel tanavet e rezh malzennoù o c'houzediñ, anadenn a gorvoer e rezh dazgweredoù malzenniñ (Gl. réaction de flocula-tion) evit deznaouiñ kleñvedoù 'zo : sifiliz (d. m. Kahn, Kline, Meinicke, Vernes gwezhiet war ar gwad, d. m. benzo kolloidel, d. m. Targowla war al liñvenn benn-kein), paludegezh, torzhellegezh, h.a. — dispredet eo ul lod mat eus an dazgweredoù-se ; hiziv ez arverer ar malzenniñ en hangaeoniezh dreist holl, da geñver dazgweredoù antigen-antikorf ma tinod dazadoù andileizh (hangaeouelediñ), evit dezventañ an antitoksinoù (sl. bentonite).