Preder

Geriadur ar vezekniezh

fixation du complément, déviation du complémentfixation of the complementlenañ ar glokaenn, dastrann ar glokaenn

Pa azdoder gwadveiz fresk d'ur meskad a zo ennañ un antigen hag ur c'hizidikaer (antikorf), ez a ar glokaenn bezant er gwadveiz da lenañ ouzh an antigen hag e steuz diouzh ar meskad (gant ma ve ar c'hizidikaer an hini o klotañ gant an antigen) ; evit gwiriañ ha peurlenet eo ar glokaenn, ez azdoder ouzh ar meskad ul livrizhad hemati dañvad hag ur gwadveiz antidañvad bet tommet da 56°C, ennañ enta ar c'hizidikaer hep klokaenn ; mard eo bet peurlenet ar glokaenn bezant er gwadveiz azdodet d'ar meskad kentañ, ned eo mui evit dileizhañ hemati an dañvad, ne c'hoarvez ket ar gwadloezañ hag ar meskad ned a ket ruz ; lavarout a reer neuze ez eo bet dastrannet ar glokaenn hag ez eo yaek an dazgwered ; nac'hek e vez pa n'eo ket bet lenet ar glokaenn, eleze pa n'eus ket antigen er meskad ha pa c'hoarvez ar gwadloezañ ; an anadenn-se a gevaraez diskoulmañ div gudenn : 1) bezet un antigen, gouzout ha bezant eo ar c'hizidikaer keñverek en ul liñvenn (dazgwered Bordet ha Gengou, 1901) ; 2) bezet ur c'hizidikaer, gouzout ha bezant eo an antigen keñverek (sl.  anticomplémentaire, complément, com-plexe immun, sensibilisatrice).

Kent War-lerc'h