Preder

Geriadur ar vezekniezh

fistulefistulafic'h g. -ioù

Treugad ezreol, ganedigel pe arzeuat, anaezien, daraezel pe surjianel, ma tiver ul liñvenn vonan pe gleñvedel ; fic'h born diabarzh (Gl.  fistule borgne interne), fic'h dezhañ un digor hepken, er youlc'h ; fic'h born diavaez (Gl.  fistule borgne externe), fic'h dezhañ un digor hepken, e ribl ar fraezh ; fic'h brenkel (Gl.  fistule branchiale), fic'h dre baouez organbarañ ar benvegad brenkel, sezet en dremm pe er gouzoug ; fic'h daeraouel (Gl.  fistule lacrymale), fic'h diwar un daraez, bet anafet gantañ gwagrenn pe kanoligoù an daeroù ; fic'h fraezhel (Gl.  fistule anale), treugad direoliek o vont eus glaourgenn ar youlc'h da ribl ar fraezh, kehent gant kavenn ur pugnez tro-fraezh ; fic'h kreuzel (Gl.  fistule gastrique), treugad strizh, emdarzh, daraezel pe surjianel, o kehentaat kavenn ar stomok hag ur flugezenn gefin pe ar c'hroc'hen ; fic'h oulennel (Gl.  fistule stercorale pe stercoraire), fic'h daraezel, emdarzh pe surjianel o kehentaat ur c'hilbleg a 'r pervez gant ur gavenn naturel pe gant ar c'hroc'hen, o lezel da dremen ur c'hementad bihan oulennoù ; fic'h talmerenn-gwazhienn (Gl.  fistule artérioveineuse), kenster da darvoll talmerenn-gwazhienn (sl.  anévrisme artérioveineux) ; fic'h yunegenn-kolon (Gl.  fistule jéjunocolique), treloezad un angreizh a 'n daouzegenn pe un angreizh peptek a 'r c'hilbleg ezkasat goude un dasforzhañ kreuz-pervez, o tigeriñ un treugad a zifourk er c'holon (sl.  cæcostomie, anus artificiel, anus contre nature, iléostomie).

Kent War-lerc'h