Preder

Geriadur ar vezekniezh

filtrat glomérulaireglomerular filtratesilad g. bloueigel

Liñvenn o tisoc'h eus dreistsiladur plasma ar gwad a-dreuz speurioù korrwazhied ar bloueigoù, eleze kement hag 20 % eus ar plasma o tremen dre al lounezhi (etre 120 ha 130 mL/min evit un oadour bonan), enni, a un vec'h gant ar plasma, ar glukoz, ar c'hlor, an natriom, an urea, ar fosfatoù, ar c'hreatinin, an drenkenn urek ; evit andalañ perzhded an dreistsilañ e keñverier bec'h un danvezenn (kreatinin, inulin, mannitol) er plasma hag er silad bloueigel dre vuzuliañ an dizeul lounezhel (sl.  clairance rénale).

Kent War-lerc'h