Preder

Geriadur ar vezekniezh

filairesfilariae (u. filaria)filar s.

Arvevad eus urzhad an Nematod hir ha moan e gorf, rummet e lies spesad : Filaria loa, trezouget gant ar moui, o tec'han gouliñvoù dre zilec'hiañ dindan an amwiskadoù (sl.  loase) ; Filaria medinensis, lies dekimetr hed (sl.  dracunculose) ; Filaria perstans, ar rizhelloù anezho o trigañ er gwad, diazon peurliesañ ; Filaria bancrofti (Wuchereria bancrofti), arvevat ouzh gwazhied ar gwad hag al limf (sl.  filariose) ; Filaria ozzardi, o trigañ en ampelenn ; Filaria volvulus, o reuziañ en Afrika drovanel, e Yemen, e Kreiz- hag e Suamerika, liesanafus (sl.  onchocercose).

Kent War-lerc'h