Pore bro-darreuziat, daou annon dezhañ, suamerikat hag afrikat er gelc'henn drovanel ; naouus dre un deroù feuls, terzhienn da 40°C, laurioù grizias er c'hlopenn hag el loan, c'hweladoù, darwazh an dremm ha yazad ar brusk ; a-benn 3 pe 4 devezh e c'houziz an derzhienn ha, goude ur remortad leiek, e teu ar pare ; er furmoù grevus, e tistro ar gwrester, hag e tarvez c'hweladoù gwadek, ikter ha troazhproteinegezh, testoù da dizhadur an avu hag al lounezhi, marvus alies ; kiriek eo ar viruz amaril, eus ar genad Flavivirus eus kerentiad an Togaviridae, trezouget gant moustiked eus ar genadoù Stegomia e kêr, Haemagosus e strouezh Suamerika, Aedes en Afrika ; ergurañ a reer ar c'hleñved dre ur vaksin (viruz bev distavet).