Pore naouus dre varroù feuls terzhienn o teraouiñ trumm hag o padout tri devezh, da ragazon dezho klopennadoù ha kig-torr, hag alies kevret ganto kalonistead, strafuilhoù koazhadel hag un eritem skarlegvanek ; o pareañ bepred ; kiriek eo un arboviruz eus ar genad Phlebovirus trezouget gant un dipter bihan, Phlebotomus papatasii.