1 Uheladur ezreol eus gwrezverk ar c'horf. 2 Azoniad naouus dre uheladur gwrezverk kreiz ar c'horf er paouez, dreist 37,5°C diouzh ar beure ha 37,8°C diouzh an noz, buanadur ar poulz hag an anal, troazhisvorc'h, sec'hded an teod, alfo a-wechoù .
NOTENN : I – Tennañ a reer da lakaat kemm etre Gl. fièvre (Br. terzhienn, gwrester) “uheladur gwrezverk ar c'horf dre berzh un dislank war grec'h eus ar gwrezreoler loet er gouzerc'hvel” — pa vez ar bevedeg oc'h engwezhiañ araezioù stourm ouzh ur c'heuziad, ha Gl. hyperthermie (Br. uswrez) “uheladur gwrezverk ar c'horf pe ur parzh anezhañ da heul tommder an amva pe ul labour kigennel start” — ar bevedeg oc'h engwezhiañ neuze araezioù difenn ouzh an amveziadoù : c'hweziñ, gwazhiedfrankaat, paouez.
NOTENN : II – An termen Gl. fièvre (Br. terzhienn) a arverer gant un destier evit envel kleñvedoù terzhiennek, sk. : Gl. fièvre jaune, Br. terzhienn velen.