Glikoprotein etre 440 ha 550 kilodalton e dolz mol, bezant ur furm anezhañ ebarzh ar plasma, ma wered evel opsonin anspesadel, hag ur furm all loet ken e gorre kelligoù diseurt, ar pladanoù pergen, ken e-barzh ar gwiad kenglenel, hini speurioù ar gwazhied da skouer, o tasperzhiañ en etreglenadur ar c'helligoù, er c'hleizennañ, e trevnadur entremezioù ar gwiadoù hag e stabiladur ar gaouledenn.