Teskad an argerzhioù o tisoc'h gant dispenn ar fibrin ha, dre se, ar gaouledenn wad (kaouledloezañ, Gl. thrombolyse), anadenn o c'hoarvezout devezhioù pe sizhunvezhioù goude furmidigezh ar gaouledenn ; pa zarvez re brim e c'hell dec'han gwadliñvoù grevus goude un oberatadenn, ur gwilioud, ur sioc'hanad pe ur bleuz daraezel ; kentael a-wechoù, peurliesañ e vez eilvedel, erwezhiat ouzh un azoniad a 'r c'haoulediñ engwazhiedel strewet.