Leiadur feur ar fibrinogen er gwad dindan 20,5/l ; e dianlen un isvec'h re vras e tarvez un dilerc'h kaoulediñ ha gwadliñvoù ; ar gwadanvec'h fibrinogen (Gl. afibrinogénémie) eo peurezvezañs ar fibrinogen er gwad ; deskrivet eo bet an olfibrinogen ganedigel (Gl. hypofibrinogénémie congénitale), kleñved hêrezhel dibaot treuzkaset er mod aotozomek trec'hek pe enkilek diwar mienaoz ar fibrinogen, ar gwadvec'h anezhañ o vezañ dindan 0,75/l, ken grevus hag ar gwadanvec'h ; an olfibrinogen arzeuat a zarvez e-kerz ar skorted avu, ar c'haoulediñ engwazhiedel strewet, ar fibrinloezañ kentael (sl. coagulation intravasculaire disséminée) pe an adaverezh proteek.