Preder

Geriadur ar vezekniezh

fibre musculaire, cellule musculaire, myocytemuscle fiber, muscle cellgwienn gaher, kaherwienn b., kahergellig b., miokitenn u.

Kellig diforc'hek kenan, e piaou d'an arc'hwel argrezañ, hir he furm hervez an ahel ma wered, bezant en he c'hitoplasm furmadurioù argrezus, ar c'haherwianoù (Gl.  myofibrilles) ; e daou rumm e tiforc'her ar miokit : 1) ar c'haherwiennoù levn (Gl.  fibres musculaires lisses), etre 20 ha 200 mm hed, loet o c'hraoñell en o c'hreiz, oc'h argrezañ gorrek hag andiarvenn ; bezant int a-unanoù er gwiad kenglenel pe strollet e saeoù ar gwazhied hag ar ganol vezhur ; 2) ar c'haherwiennoù rizennek (Gl.  fibres musculaires striées), etre 1 mm ha lies cm hed hag etre 10 ha 100 mm treuzkiz, lieskraoñellek, enno kaherwianoù o c'hoarvezout eus un heuliad sarkomerioù oc'h anadiñ e rezh rizennoù dindan ar c'horrgresker ; dewerc'herioù an argrezañ diarvenn, bezant er c'higennoù rizennek enlenet ouzh an eskern.

Kent War-lerc'h