Anvad genadel strafuilhoù ar c'hounerezh, anezho diaested pe dic'halloud da enskrivañ (enkounañ), da zerc'hel (argounañ) ha da zaskoriñ (daskounañ) ar stlenn ; kemm a lakaer etre an ankounioù bloc'hel, o tizhout holl rummoù merzhadel ar stlenn, hag an ankounioù skiantennel, dibaot, o tizhout ur rumm skiantennel hepken : an ankoun gwelout, an ankoun klevout ; diforc'h a reer ivez an andaskoun eus an eñvorioù a-gozh (ankoun diabellat) hag an andaskoun eus an eñvorioù a-nevez (ankoun dianesat) ; dav eo notañ e vez ar c'hounerezh e dalc'h stad vevedel an empenn hag ivez levezonet gant dialusk bredel, kantaezel pergen, ar gouzrec'h : ar Vredoniezh a zeskriv an ankoun hanbarus pe ezkounañ pe c'hoazh ankoun darfellel, ma 'z a ar gouziviad dieñvor ouzh prantadoù eus ar vuhez pe ouzh arvezioù eus ar buhezadur.