Stad o tisoc'h eus ur strivañ kreudel pe vredel bras ha/pe hir o tec'han ur merzhad divlizus hollek pe lec'hiek andespizadus evel pep emanglevad, un digresk eus efedusted an obererezh hag un izeladur eus an eniñv (asikted) ; gant paouez ar strivañ e steuz ar skuizhnez reol, dre ar gourdonerezh e taleer ampoent he donedigezh ; pa na steuz ket gant ar paouez pe pa zarvez da heul strivadoù bihan (skuizhadusted reñverek) e komzer eus skuizhnez ezreol, bezant e taolenn glinikel ur c'hleñved (sl. adynamie, asthénie, épuisement, fracture de fatigue, neurasthénie, psychasthénie, sthénie).