Preder

Geriadur ar vezekniezh

fascia latafascia latafaskienn ledan

Lavnenn stirek tev, parzh diavaez eus lienstirenn ar vorzhed, stalet etre kribenn ar glun en nec'h ha skodenn gostezel ar skin en traoñ, enlenet outi kigenn stenner ar faskienn ledan en araok, gwiennoù a-c'horre kigenn vrasañ ar peñs en adreñv.

NOTENN : Dav eo merkañ an daskemm degaset d'an Nomina anatomica (NA pe PNA, 1983) gant an Terminologia anatomica (TA, 1997) : houmañ diwezhañ ne ra mui fascia eus al lienenn stirek endan-groc'hen. A du 'rall, ne glot ket an holl dermenoù en arver e galleg o teraouiñ dre fascia gant termenoù an destladurioù etrevroadel PNA pe TA, sk. : Gl.  fascia périrénal, fascia rénal  PNA & TA capsula fibrosa (ren) pourc'had stirek (al lounezh) ; Gl.  fascia recto-vaginal  PNA & TA  septum rectovaginale tilhenn youlc'h-gouin, h.a.

Kent War-lerc'h