Amwad angweel helivel familhel, treuzkaset er mod enkilek aotozomek, gant un olgwenn muiek, un olgranulokit dreist holl, hag un olpladanoù, e dianlen angwe ganedigel ar mel eskern ; oc'h erzerc'hañ e-tro an oad a 6 vloaz kevret gant direizhoù liesseurt : livegad kroc'hen, dilerc'h kreskiñ, angwe eskern an dorn (meud berr pe ezvezant), a-wechoù kammneuziadoù kalon, lounezh pe lagad, kaezouregezh dilerc'hek ; darvezout a ra ar marv a-raok an oad a 20 vloaz dre boread, gwadliñv pe leukemiezh lemm.