Kammneuziad kalon naouus ent neuziadurel dre gevreted isvoll kef ar skevent, dehouloadur gwask an aortenn, ur c'hehentad etre-kofigoù uhel hag usteñv ar c'hofig dehou, anezhi seurtad paotañ an dulazioù ganedigel (an daoufarzh eus an degouezhioù) ; ent klinikel dre daolenn ar c'hleñved glas (sl. bleue : maladie ∼ ) ; kevreizh da c'hrevusted ar gammneuziad eo arhoali ar glañvourion : etre un nebeut mizioù ha 50 vloaz, etre 5 ha 15 vloaz ent keitat, ar marv o tarvezout dre anoksiezh ; oberatadus eo pe dre zasforzhañ aortenn ha kef a 'r skevent, pe dre beurzazluniañ.