Gwarezadur un antigen gant un antikorf spesadel, anadenn diac'hinek o tiwall ent hanbarek ar gwiad m'emañ an antigen diouzh an antikorfoù amkanet d'e naouaat ha d'e zispenn ; argerzh korvoet evit gwarediñ ar gwiad pe an organ imboudet diouzh an erwezhioù difenn a-berzh bevedeg ar roadour ; aesaat a ra da diñvadur an imboudenn dre ober lenañ ouzh kelligoù houmañ antikorfoù diglok (antikorfoù herouezus, paret gant al limfokit B) o werediñ evel antikorfoù tolc'hus na zedennont ket ar glokaenn ha, dre se, a warez ar c'helligoù ouzh gwazhusted al limfokit T.