Karzhañ aer eus ar skevent en tu all da vevenn an ec'hanalañ reol ; an ec'honad helc'het, e-tro 1,2 l, a reer anezhañ an ec'honad mir ec'hanalañ (Gl. volume de réserve expiratoire) ; etre 10,2 l ha 10,5 l eo ec'honad an aer o chom er skevent e dibenn un ec'hanalad helc'het (ec'honad dilerc'h, Gl. volume résiduel) (sl. volume expiratoire maximum seconde).