1 Diorren un organ, ur bev pe un hil bevion ; emdroadur unandarzhel pe unandarzh (Gl. évolution ontogénétique, ontogenèse pe ontogénie) a reer eus diorren an hiniennoù ; emdroadur hildarzhel pe hildarzh (Gl. évolution phylogénétique, phylogenèse pe phylogénie) a reer eus diorren ar spesadoù ; emdroadur gouskoev pe gouskoevad a 'n emdreiñ eo diorreadur un organ, ur gwiad o forc'hañ diouzh ar goulev reol (oc'h ec'houleviañ) hag o tisoc'h gant neuziadoù pe lec'hiadoù ezreol. 2 Dedroadur ur c'hleñved a reer eus dibun ar pazennoù anezhañ.