Furm droukfell deznaouet pa zarvez ur barrad hirbad pe ul lerc'hiad barradoù gant entremezioù re verr evit ma tistrofe ar gouziviad d'e genskiant ; ent klasel ne raed anv eus aroad droukfell nemet evit an droukfell hollek, hiziv e teskriver kement seurtad aroadoù hag a seurtadoù droukfell : aroad droukfell darnek (Gl. état de mal partiel, Sz. status epilepticus partialis), aroad droug bihan (Gl.Sz. petit mal status), h.a. (sl. épileptique : état de mal ∼ ).