Preder

Geriadur ar vezekniezh

essai thérapeutiquetherapeutic trialprouad g. yac'hadel

Hentenn studiañ ul lia nevez e-skoaz ul lia kent pe an ezvezañs prederiadur ; evit ma ve solius e ranker divrannañ ar c'houziviaded dre ziforzhekaat, an eil stroll o tegemer al lia, egile o tegemer ur plakebo ; er prouad hep rat (Gl.  e. t. à l'insu, Sz.  blind test) e chom ar gouziviad hep gouzout natur an aozad en deus kemeret ; er prouad daskroaziat (Sz.  cross-over test) e vez diounezet d'an un gouziviad lerc'h ouzh lerc'h lia ha plakebo pe plakebo ha lia, hag eñ dic'houzvez eus urzh an diounit, dezhañ da varn ar gweredoù ; er prouad ueheprat (Gl.  essai en double insu, Sz.  double blind test) e tiounezer d'ar gouziviad gwech ur plakebo, gwech al lia gwirion, hep rat ken dezhañ, ken d'ar mezeg, un tredeour hepken oc'h anaout bewech natur an aozad diounezet.

Kent War-lerc'h