Glikoprotein borc'het gant al lounezh dreist holl, o kentraouiñ paridigezh ar c'helligoù ruz ; anadiñ a ra er gwadveiz goude ar gwadadoù fonnek ; astalet e vez ar borc'hañ anezhañ gant ar reñver oksigen er gwiadoù ha fraouaet gant an isvec'h oksigen ; an EPO kevanaozet dre hilouriezh a arverer da brederiañ amwad an dializidi ; bet diounezet d'ar sportourion evit derc'haviñ o askoradoù, ez eo bet diskleriet an danveziñ anezhañ evel pisterezh gant ar World Anti-Doping Agency, alese berzet ha handalet.