Preder

Geriadur ar vezekniezh

érythrodermieerythrodermaeritroderma g.

Anvad rumm kroc'henfoioù a zo da bennazon dezho ur ruzder astennet d'ul lodenn vras eus ar c'horf, kevret gant ar gourc'hennadur, lies seurtad anezho : an eritem skarlegvanek (Gl.  érythème scarlatiniforme), o tedreiñ evel ur pore lemm hag o pareañ dindan 15-20 deiz ; ar c'hroc'hen fo dispelius hollek goulemm pe henek (Gl.  dermatite exfoliative généralisée subaiguë ou chronique), naouus dre ur gourc'hennadur bras, darallad ar stad hollek hag un dedro hir, marvus a-wechoù  ; pitiriasis rubra Hebra, dibaot, o tedreiñ gorrek trema ar fallezh gant tevadur, angrizadur, anteñvadur ha skarradur ar c'hroc'hen ; an eritroderma gloevennek gant ezkroc'henloez (Gl.  érythrodermie bulleuse avec épidermolyse), pistriel (angougemer ar sulfamidoù, an enepfoeier), poreel (stafilokok aourliv), a ro d'ar c'hlañvour neuz un deved bras o c'houzañv strafuilhoù dourkevionel ha dreistporeadoù grevus, alies marvus ; an eritroderma gourc'hennus ar magadelled (Gl.  érythrodermie desquamative des nourrissons, maladie de Leiner-Moussous), gourc'hennadur lavnennek o tizhout ar c'horf a-bezh e-kerz daou vizvezh kentañ an hoali, ambrouget gant strafuilhoù koazhadel ha darallad don pe donoc'h ar stad hollek, kleñved e dalc'h moarvat un direizh hêrezhel eus reizhiad ar glokaenn.

Kent War-lerc'h