Kelligoù diaraoger an hemati, oc'h ober etre 20 hag 25 % eus elfennoù kraoñellek mel an eskern, oc'h evodiñ diouzh ar proeritroblast (bongelligoù an ac'had) hag oc'h azviñ bep ma vez enaozet an hemoglobin e-barzh o frotoplasm : bazennlen da gentañ ez eont da drenkennlen tra ma tigresk o zreuzkiz eus 18 µm da 9 µm, ma kollont o c'hraoñell ha ma treuzfurmont e retikulokit pe hemati yaouank.