1 Furmadur gwagrennek bihan arront e pign ouzh lein an trede kambr, lodek en arzerc'hvel, a chom dianav pe dost e arc'hwel ; borc'hañ a ra serotonin ; ennañ ez eus noradrenalin, histamin, aketilkolin hag un enzim na gaver e nep lec'h all, ar 5-hidroksi-indol-O-metil transferaz, da berzh dezhañ treiñ ar serotonin e melatonin. 2 Penn, bazhoulek alies, an eskern hir.