Preder

Geriadur ar vezekniezh

épilepsie versive, crise versiveversive or cycling epilepsy or seizuredroukfell treiñ, barrad treiñ

Seurtad droukfell darnek ma c'hoarvez ar barradoù a zilec'hiadur kevreet eus parzhioù a 'r c'horf diouzh ur c'hwelahel a-zerc'h : pe an daoulagad hag ar penn, pe an daoulagad, ar penn hag ar c'hef ; peurliesañ e vez an treiñ a-eiltu d'an anaf (barrad eiltudreiñ, Gl.  crise contraversive), dibaot e vez a-gendu (barrad kendudreiñ, Gl.  crise ipsiversive).

Kent War-lerc'h