Preder

Geriadur ar vezekniezh

épilepsie généraliséegeneralized epilepsydroukfell hollek

Droukfell naouus dre erzerc'hadoù o tizhout ar c'horf a-bezh, dezhañ div furm : a) ar furm vuiek (droug bras, Gl.  grand mal) anezhi koll kenskiant, kouezh ha strafuilhoù loc'hadel e rezh glizi en holl gigennoù rizennek : dargrezad ha boleadoù argrezadoù a-stroñs (barrad ustant-kridoù, Gl.  crise tonico-clonique), war un dro gant direizhoù nervstruzhel : kalonustead, uswask talmerel, mabusvoll ; b) ar furm leiek (droug bihan, Gl.  petit mal) ma renker an dianenn (Gl.  absence), an droug bihan kridek (Gl.  petit mal myoclonique), an droukfell anfiñvel hag an droukfell antantel (sl.  absence, clonie, convulsion 2 , épilepsie akinétique, épilepsie atonique).

Kent War-lerc'h